Barzhaz Breizh

Barzhaz Breizh
oberenn lennegel
Deiziad krouiñ1830s Kemmañ
EmbannadurBarzaz Breiz, Barzaz Breiz, Barzaz Breiz, Q116478740 Kemmañ
AozerThéodore Hersart de La Villemarqué Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh an oberenn pe an anvgalleg, brezhoneg Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://gallica.bnf.fr/blog/10122020/le-barzaz-breiz-chants-populaires-de-la-bretagne Kemmañ

Kervarker
Alexandre Le Bihan, 1880

Barzaz-Breiz hervez e zoare orin, Barzhaz Breizh hervez an doare-skrivañ a vremañ, eo talbenn un dastumad kanoù brezhonek hengounel storbet gant ar beskont Théodore Hersart de la Villemarqué (1815-1895) – a reer "Kervarker" anezhañ ivez – hag embannet e 1839 p'edo war e studi e Skol an Dielloù e Pariz.
E Barzhaz Breizh ez eus 91 gwerz vrezhonek dastumet gantañ, pe gant e vamm evit darn, troet e galleg gantañ, embannet pep hini gant ar pozioù brezhonek, displegadennoù gallek hag an tonioù da-heul.

Ur bennoberenn heverk hag a bouez bras eo Barzhaz Breizh, ken evit a sell ouzh al lennegezh ha skiantoù al lavar, ken evit a sell ouzh ar politikerezh hag Istor Breizh.
Kalz arzourien o deus kavet awen enni, en o zouez sonerien hag a denn splet eus kevrollennoù ar c'hanoù, a gavont e dibenn al levr.


Developed by StudentB